Giuseppe Conte

Giuseppe Conte d'ar 1añ a viz Even 2018

Giuseppe Conte, ganet d'an 8 a viz Eost 1964 e Volturara Appula (Puglia), zo ur politikour hag arbennigour war ar Gwir italian. 58vet kentañ ministr Italia eo abaoe ar 1añ a viz Even 2018.

Kelenner war ar Gwir prevez, Conte a oa bet kinniget evit ar wech evel danvez kentañ ministr Italia d'an 21 a viz Mae 2018. Dre-se en em gave e-penn ar c'hengevread etre ar strolladoù politikel Movimento 5 Stelle ha Lega. dilaosket en devoa ar mennozh pa voe nac'het Paolo Savona, evel ministr an arc'hant hag an ekonomiezh, gant ar prezidant Sergio Mattarella. D'an 31 a viz Mae, an daou strollad a ginnige Giovanni Tri e-plas Savona ha a oa kadoriet an devezh war-lerc'h.


Developed by StudentB